Pas encore inscrit ? Creez un Overblog!

Créer mon blog
Biwig

Biwig

Ur brezhoneger nevez-deuet 'zo ac'hanon. Chalet on gant stad ar brezhoneg a zo laosket a-gostez gant ar galloudoù ofisiel. Padal ez eus moaien da c'hoarzhin gant an traoù a-dreuz a vez skrivet a-wezhioù war ar panelloù, skritellioù, pakadoù, pennadoù (ma skridoù hag all), ha kement 'zo.

Ses blogs

hopola

Brezhoneg saout ha "bara-gwin" evit an holl (al lec'hienn nemeti a zo ur fazi yezh en he zitl hag a gomz diwar-benn ar fazioù brezhonek)
Biwig Biwig
Articles : 9
Depuis : 17/09/2012
Categorie : Humour

Articles à découvrir

Mann diwar ugent!

Mann diwar ugent!

A-benn nebeut e vo aozet ar skrivadeg bras evit an holl vrezhonegerien, bihan pe vras. Ur soñj mat eo evit tout ar re a blij dezhe priziañ o live lennegel, evit gouzout hag-eñ int kat da skrivañ brav ar peurunvan. Kar ar peurunvan eo ar skritur ofisiel a vez implijet evit 95% eus ar skridoù, hirie-an-deiz. Gwir eo e chom un toullad Leoniz a zo
... an oberourien hag all

... an oberourien hag all

Er miz-mañ un den a zo o teskiñ brezhoneg e kentelioù-noz a c'houlenne diganin petra a soñjen deus Ar brezhoneg evit ar re didalvez. Da lâret gwir ne oan ket evir respont dezhañ en abeg 'moa ket gwelet anezhañ james. Goude-se 'neus lâret din 'noa kavet fazioù e-barzh (trugarez dezhañ neuze!). Ha just a-walc'h on bet souezhet o welet kemen
Trist pe laouen?

Trist pe laouen?

Da geñver deiz-ha-bloaz unan eus ma nized hag a c'hwezho pevar penn gouloù (Doue d'e bennigo!), 'meus c'hoant reiñ deoc'h da c'hoût peseurt fazioù a vez diskoachet a-wezhioù er stalioù-kazetennoù. Hag en o zouez unan eus ur rummad a ra berzh hag a glask lakaat an dud da c'hoarzhin, 'pezh n'eo ket anat e meur a geñver. Da gomañs, ne gavan
Ha penaos e lârfec'h c'hwi Aotrou Favereau?

Ha penaos e lârfec'h c'hwi Aotrou Favereau?

Kentelioù brezhoneg war ar straed! Petra 'vije gwelloc'h evit an dra-se? Ya 'vat! Padal 'zo un draig n'a ket gwall vat en-dro 'barzh an droidigezh. 'Peus ket remerket? Ur ger na glot ket mat... Sed aze ur skritell hag a ziskouezh mat e peseurt mod e vez implijet ar brezhoneg a-wezhioù diwar e goust. Bed an embregerezh an hini eo 'zo kaoz amañ. A
Ec'h!

Ec'h!

Evit gwir, ne oaran ket re pelec'h meus poan dres pa welan seurt traoù. Poan benn pe boan gof, diaes da lâr. Me soñj din 'vefe start d'ober gwashoc'h gant tri ger hepken. Pep tra 'zo a-dreuz amañ: stumm ar frazennig kement hag ar gerioù 'zo enni. Krogomp diouzhtu gant ar ger "pizzas". Anat eo n'eo ket gwall anavezet stummoù al liester gant an
Da be boent?

Da be boent?

Deskiñ an eur e brezhoneg... Un dra gaer evit an deskarded, a c'hellit krediñ. Evit displegañ an dra-se e laoskan ar gaoz d'ar re 'm eus graet goap oute em fennad diwezhañ 'blam d'ur vi koukou bennak (Hervé le Bihan, Gwendal Denis, Martial Menard). A-dra sur e vo kalz sklaeroc'h e mod-se. Setu neuze un displegadenn tennet eus o levr Le breton
Paour kaezh Gouel Erwan!

Paour kaezh Gouel Erwan!

Abaoe un toullad deizhioù eo kroget ar pempvet Gouel Breizh... Hag ur wezh ouzhpenn emeur o welet un tammig e pep lec'h a bep seurt traoù aozet da geñver ar "gouel"-se, ha liammet gant .... ar petra din-me, just a-walc'h! E gwirionez e klaskan lakaat ar biz war ar fed e teu da vezañ ur sapre stlabez "Gouel ar Breizh". A-raok mont pelloc'h, daou
Shocking!

Shocking!

Penaos 'ta? Dibenn ar vro 'zo etrezek Lokmikel-An-Traezh ha Plistin? E gwirionez emañ bevenn departamant Aodoù-An-Arvor du-hont. Daoust da se n'on ket sur e talvez kement-se ar panell droch-mañ. Lavaret e vez alies a-walc'h emañ pouezh-mouezh Tregeriz tost a-walc'h deus hini ar Saozon. 'Blam d'an dra-se eo bet treuzwisket ar ger "lann" en ur ge
N'eo ket prop!

N'eo ket prop!

Sed aze ur soñj mat: kinnig d'an dud (ha d'an douristed dreist-holl) ur soavon fardet e Bro-Dreger. Evel-just int bet fichet ar produioù-mañ e mod ar vro, da larêt eo gant un triskell brav ken-ha-ken kizellet war c'horre ha skeudennoù a galite hag a ziskouezh glad hor c'horn-bro ken kaer en hor c'halon (Anavezet 'peus milin-vor Enez vriad?). H