Pas encore inscrit ? Creez un Overblog!

Créer mon blog
Seoc

Seoc

Tags associés : beajou, iwerzhon

Ses blogs

GUSKON

Beajoù berr ha hir
Seoc Seoc
Articles : 23
Depuis : 02/06/2009
Categorie : Tourisme, Lieux et Événements

Articles à découvrir

Work-away e Bavaria

Work-away e Bavaria

Blez-mañ hon doa klasket beajiñ en ur mod dishañval a-zioc'h ar pezh graet genemp kent. Ar pall e oa monet e-mesk tud a oar alamaneg evit en em zuac'hiñ hag armerzh argant ivez. Ar work-away a oa an diskoulm ! Evit ar re a chom en arvar a gement-se, ema ret din dislkuilh petra eo an dra-se : Tud zo a zegemer « work-awayers » (kavet àr ar rou
An distro

An distro

Setu ar pennad diwezhañ a zivout mam blevezh en Iwerzhon ké distro on a c'houde gozig ur miziad. Nend eo ket bet biskoazh aesoc'h distroiñ avat, ruziñ daou ugent kilo a-dreuz Dulenn a-benn arriù d'an aerborzh da gendac'houez ha paotr Aer Lingus ha lâr din ema re bonner mam balizennad hag e teleer paeiñ ugent euro bep kilo a-re... Moervat eh
Gleann Cholm Cille

Gleann Cholm Cille

Aet omp bet da zizoleiñ Gleann Cholm Cille e Bro Ulaidh; kontelezh Dun na nGall, an hani pellañ er Leinioù. Ha bout ema hogozig gronnet a grenn get lodenn Iwerzhon chomet edan veli Breizh-Veur ema ar gontelezh er Republik. Gwezharall e veze graet Tír Chonaill anezhi, da lâret eo «bro Conall». Ha souezhusañ tra, chomet eo dieub ar vro-se bet
Ar barnour barnet

Ar barnour barnet

Pezh ansouezh ! Prenet eo ar bilhed distro ganin (da vonet hemb distro) hag hañval eo ganin bout chomet en Iwerzhon un herradig bihan hebken. Gwir eo, bihan eo blevezh ar studier, àr lerc'h c'hwec'h miz a skol ema mall deoc'h monet da vakañsiñ un tamm (un tamm mat memb !). Ha bout am eus kavet ur pezh ar blevezh-mañ ez eus mall àrnon distroi
Toledo

Toledo

An troc'h labour ar lerc'h an arnodennoù a zo bet un abeg da vonet da vro Gastilha adarre, a benn gwelet mam mignonez. Ur yac'ha e oe bout edan lagad an heol evit ur prantad ! Daou zergei àrn ugent e miz Genver ! Alkent ! Boued mat, boeson, heol...ur misi ! A Vadrid ez eus un tren tizh da dToledo, nend eo ket gwall ger hag e vezer en un hanter-eu
Granada

Granada

Ouzhpenn ur gêr vras ha kaer eo Granada, ur gwir groezhent eo anezhi ! A-werso en em gav sevenadurioù a-bep sort enno ha gint d'en em veskliñ ha d'en em gejiñ ! kement ti, kement tamm mangoer a c'heller gwelet b'ar gêr-hont zo anadoù sevanadurioù dishañval àrnezhe. E-doug an henamzer, ar vro a raimp "Andalusia" anezhi diwezhatoc'h a veze u
Baile Átha Cliath

Baile Átha Cliath

Ne chom mui 'met un deiz bennak. Lakaet am boe b'am bretenn sevel meur a bennadoù er blog-mañ kent loc'hiñ avanemañ. Pechañs e fonno din en ober. Euver eo, ha bout ema Maigh Nuad en amen da Zulenn n'am eus sannet grik a-zivout kerbenn Iwerzhon c'hoazh ! Graet e vo bremañ enta ! Gwezharall e veze div bennc'her bihan àr riblenn ster Liffey (ur
Bro Astur

Bro Astur

Dihustell dihustellig ! Pezh manezioù zo ar re dostañ doc'h ar mor en Europa ? Mennozh erbet ? Klaskit enta ! Manezioù Kantabria an hini eo ! Setu neuze dihunet ar blog endro a-benn komz a-zivout, manezioù Kantabria enta, a ya a vro Euskadi da vro C'halisia ha dre vro Astur, Leon hag ar rannvro Kantabria a-rez get ar mor dalbezh. Chomet eo goue
Ó Cualann

Ó Cualann

Nend eo ket didenn buhez an den a venn foetiñ bro hemb karr erbet ! Hag en Iwerzhon o deus souret ar c'hirri àr an dud da vat, evel-se ema gwall enk an hent a pand eo ret d'un den e kerzhed um denniñ digeti a pan d a pezh mell kirri «katkat» da strimpiñ tizh-mat. Ha gronnet an hent get gerzhier dreineg, manac'h ruz ! Tamm plas erbet evit an h
Suomi / Bro Finn

Suomi / Bro Finn

A pand ae an dud da gavout an heol evit o vakañsoù Hañv omp bet ni trema an Hanternoz pellañ e Bro Finn. Nend omp ket chomet àr hon c'hoant avat ! Ur vro vras ha bihan eo àr un dro, bihan da gentañ pendeogwir ez eus bihan a dud o veviñ enni, bihan eo bet e-pad pell ivez en arbenn ag hes amezeion vras : Sveden ha Rusia a oa o klask hes arlou